Buhez

E Breizh emañ o chom Christophe Le Baquer a zo ganet e 1968. A-viskoazh en deus treset ha livet.

Kroget oa gant micherioù a bep seurt a-raok mont da skol an Arzoù Kaer e Brest ; 27 bloaz oa d’ar c’houlz-se ha goude tri bloavezh studioù en doa tapet e diplom.

Da heul en doa kelennet an arzoù kaer ha kroget oa da livañ en e stal e penn ar bed.

Buan a-walc’h en deus kemeret al labour krouiñ tout e amzer. Aet eo an arzour war-zu tachennoù all evel ar skritur, staliadurioù arzel hag ivez, un nebeut bloavezhioù zo, kizellañ.

E-pad ar goañv 2016-2017 en deus desket yezh ar vro gant Stumdi e Gwengamp. Laouen oa da gaout Denez Prigent evel paeron ha laouen eo c’hoazh da flapañ e brezhoneg gant an neb a fell dezhañ mont e-barzh e stal. 

Rak e labour en e stal dezhañ abaoe Here 2020 e bourk Ploumanac’h. Deuit-tre !